Luc 11
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)Translation
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
Freedom Bible (フリーダム・バイブル)
1Un deiz ma oa Jezuz o pediñ en ul lec'h bennak, goude m'en devoe echuet, unan eus e ziskibien a lavaras dezhañ: Aotrou, desk deomp pediñ, evel m'en deus Yann desket ivez d'e ziskibien.
1イエスがある場所で祈り終えると、弟子の一人が言った。「主よ、ヨハネが弟子たちに教えたように、私たちにも祈りを教えてください。」
2Hag e lavaras dezho: Pa bedot, lavarit: [Hon] Tad [hag a zo en neñv], ra vo santelaet da anv, ra zeuio da rouantelezh, [ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv,]
2イエスは彼らに言った。 「祈る時は、こう言いなさい。 『天におられるわれわれの父よ、 あなたの御名が聖なるものとされますように。 あなたの王国が来ますように。 あなたのみこころが、天で行われるように地でも行われますように。
3ro deomp bemdez hor bara pemdeziek,
3日ごとのパンを、日々われわれにお与えください。
4pardon deomp hor pec'hedoù, rak ni a bardon ivez d'an holl re o deus manket ouzhimp, ha n'hon lez ket da gouezhañ en temptadur, [met hon diwall diouzh an droug].
4われわれの罪をお赦しください。 われわれも、自分に負い目のある者を皆、赦します。 われわれを誘惑に遭わせず、 悪い者からお救いください。』」
5Neuze e lavaras dezho: Mar en defe unan ac'hanoc'h ur mignon hag a zeufe d'e gavout da hanternoz da lavarout dezhañ: Va mignon, prest din tri bara,
5また彼らに言った。 「あなたがたのうち、真夜中に友人の所へ行って、『友よ、パンを三つ貸してください。
6rak ur mignon din, o veajiñ, a zo deuet da'm zi, ha ne'm eus netra da ginnig dezhañ;
6旅をしていた友人が私の所に来たのですが、出す物が何もないのです』と言う人がいたとする。
7ha mar respontfe dezhañ an den a zo en e di: Na dregas ket ac'hanon, va dor a zo prennet ha va bugale a zo ganin em gwele, ne c'hellan ket sevel evit o reiñ dit!
7すると中から、『面倒をかけないでくれ。もう戸は閉めたし、子どもたちも私と一緒に寝床にいる。起きて何かを渡すことはできない』と答えるだろうか。
8Me a lavar deoc'h, pa ne savfe ket da reiñ dezhañ abalamour ma'z eo e vignon, e savfe koulskoude abalamour d'e dregaserezh, hag e rofe dezhañ kement hag en defe ezhomm.
8あなたがたに告げる。その人は友人だからという理由では起きて与えなくても、相手がしつこく頼むため、起きて必要なだけ与えるだろう。
9Me ivez a lavar deoc'h: Goulennit, hag e vo roet deoc'h; klaskit, hag e kavot; skoit, hag e vo digoret deoc'h.
9「だから、あなたがたに言う。求め続けなさい。そうすれば与えられる。捜し続けなさい。そうすれば見つかる。たたき続けなさい。そうすれば開かれる。
10Rak an neb a c'houlenn, a resev; an neb a glask, a gav; hag an neb a sko, e vez digoret dezhañ.
10求める者は皆受け、捜す者は見つけ、たたく者には開かれるからである。
11Piv eo an tad en ho touez, a roio ur maen d'e vab, pa c'houlenn digantañ bara? Pe, mar goulenn ur pesk, a roio dezhañ un naer e-lec'h pesk?
11「あなたがたのうち父親で、息子がパンを求めるのに石を与える者がいるだろうか。魚を求めるのに、魚の代わりに蛇を与えるだろうか。
12Pe c'hoazh, mar goulenn digantañ ur vi, a roio dezhañ ur grug?
12卵を求めるのに、さそりを与えるだろうか。
13Mar gouzoc'h eta, ha c'hwi fall, reiñ traoù mat d'ho pugale, pegement muioc'h ho Tad a zo en neñv a roio ar Spered-Santel d'ar re en goulenn digantañ!
13このように、悪い者であるあなたがたでさえ、自分の子どもに良い贈り物を与えることを知っている。まして天の父は、求める者に聖霊を与えてくださる。」
14Jezuz a gasas kuit un diaoul mut; pa voe aet an diaoul kuit, an den mut a gomzas, hag ar bobl a oa souezhet.
14イエスは口を利けなくする悪霊を追い出していた。悪霊が出て行くと、口の利けなかった人が話し始め、群衆は驚いた。
15Lod anezho a lavaras: Dre Veelzebul, priñs an diaoulien eo e kas an diaoulien kuit.
15しかし彼らのある者たちは言った。「彼は悪霊どもの頭ベルゼブルによって、悪霊を追い出しているのだ。」
16Reoù all, evit e amprouiñ, a c'houlenne digantañ ur mirakl eus an neñv.
16またほかの者たちはイエスを試そうとして、天からのしるしを求めた。
17Met Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a lavaras dezho: Pep rouantelezh dizunanet ganti hec'h-unan a zeuio da netra, hag un ti a vo diskaret.
17しかしイエスは彼らの考えを知って言った。 「内輪で分裂する王国はすべて荒れ果て、内輪で分裂する家は倒れる。
18Mar emañ eta Satan dizunanet gantañ e-unan, penaos e pado e rouantelezh, pa lavarit ez eo dre Veelzebul e kasan kuit an diaoulien?
18サタンも内輪で分裂しているなら、どうしてその王国が立ち続けられるだろう。あなたがたは、私がベルゼブルによって悪霊を追い出していると言っている。
19Mar kasan kuit an diaoulien dre Veelzebul, dre biv o c'has kuit ho mibien? Dre-se e vint ho parnerien.
19私がベルゼブルによって悪霊を追い出すなら、あなたがたの子らはだれによって追い出すのか。だから彼らがあなたがたを裁く者となる。
20Met mar kasan kuit an diaoulien dre viz Doue, eo eta gwir penaos eo deuet rouantelezh Doue betek ennoc'h.
20しかし、私が神の指によって悪霊を追い出しているのなら、神の王国はあなたがたのもとに来ている。
21Pa ziwall un den kreñv hag armet mat e di, kement en deus a zo e peoc'h.
21「強い者が武装して自分の家を守っている時、その財産は安全である。
22Met pa zeu unan all kreñvoc'h egetañ, e tiskar anezhañ, e tilamm digantañ e holl armoù ma fizie enno, hag e lodenn e ziwisk.
22しかし、彼より強い者が襲って打ち負かすと、頼みにしていた武具をすべて奪い、戦利品を分ける。
23An hini n'emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez.
23「私とともにいない者は私に反対し、私とともに集めない者は散らす。
24Pa vez aet kuit ur spered hudur eus un den, ez a dre lec'hioù sec'h, da glask diskuizh, ha ne gav ket; neuze e lavar: Distreiñ a rin da'm zi a-belec'h on deuet;
24汚れた霊は人から出ると、休み場を求めて乾いた所を通り巡る。しかし見つからないので、『出て来た自分の家に戻ろう』と言う。
25pa zeu, e kav anezhañ skubet ha kempennet.
25戻ってみると、家は掃除され、整えられている。
26Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc'h egetañ, hag ez eont hag e chomont ennañ; ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc'h eget an hini gentañ.
26そこで出て行き、自分より悪いほかの七つの霊を連れて来る。そして中に入って住みつく。その人の後の状態は、初めより悪くなる。」
27Evel ma lavare an traoù-se, ur weg eus ar bobl a savas he mouezh hag a lavaras dezhañ: Eürus ar c'hof en deus da zouget, hag an divronn ac'h eus sunet!
27イエスがこれらのことを話していると、群衆の中から一人の女が声を上げて言った。「あなたを宿した胎と、あなたが乳を飲んだ乳房は幸いです。」
28Met Jezuz a lavaras: Eürusoc'h eo ar re a selaou ger Doue hag a sent outañ!
28しかしイエスは言った。 「むしろ、神の言葉を聞いて守る人たちこそ幸いである。」
29Evel m'en em zastume ar bobl a vandenn war e dro, Jezuz en em lakaas da lavarout: Ar rummad-mañ a zo fall; goulenn a ra ur mirakl, ha ne vo roet hini ebet dezhañ, nemet hini [ar profed] Jona.
29群衆がさらに集まって来ると、イエスは語り始めた。 「この世代は悪い世代である。しるしを求めるが、預言者ヨナのしるしのほかには、何のしるしも与えられない。
30Rak, evel ma voe Jona ur mirakl evit tud Niniv, Mab an den a vo ivez unan evit ar rummad-mañ.
30ヨナがニネベの人々へのしるしとなったように、人の子もこの世代へのしるしとなる。
31Rouanez ar C'hreisteiz a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ, hag a gondaono anezho, abalamour ma teuas eus pellder an douar evit klevout furnez Salomon, ha setu ez eus amañ brasoc'h eget Salomon.
31南の女王が裁きの時、この世代の人々とともに立ち上がり、彼らを罪に定める。彼女はソロモンの知恵を聞くために地の果てから来たからである。見よ、ここにソロモンより偉大なものがある。
32Tud Niniv a savo e deiz ar varn gant tud ar rummad-mañ, hag a gondaono anezho, abalamour m'o deus bet keuz dre brezegenn Jona, ha setu ez eus amañ brasoc'h eget Jona.
32ニネベの人々が裁きの時、この世代とともに立ち上がり、この世代を罪に定める。彼らはヨナの宣教によって悔い改めたからである。見よ、ここにヨナより偉大なものがある。
33Den n'enaou ul lamp evit he lakaat en ul lec'h kuzhet, pe dindan ar boezell; met he lakaat a ra war ar c'hantolor, abalamour d'ar re a zeu en ti da welout ar sklêrijenn.
33「明かりをともしてから、地下室やかごの下に置く人はいない。入って来る人に光が見えるよう、燭台の上に置く。
34Al lagad eo lamp ar c'horf; mar deo eta da lagad yac'h, da holl gorf a vo sklêrijennet; met mar deo fall, da gorf a vo en deñvalijenn.
34体の明かりは目である。目が健全なら、全身も光に満ちる。しかし目が悪ければ、体も闇に満ちる。
35Diwall eta na vefe ket teñvalijenn ar sklêrijenn a zo ennout.
35だから、自分のうちにある光が闇でないか注意しなさい。
36Mar deo eta da holl gorf sklêrijennet, ha mar n'en deus lod ebet anezhañ en deñvalijenn, e vo sklêrijennet en e bezh, evel pa sklaer ul lamp ac'hanout gant he sklêrijenn.
36もし全身が光に満ち、暗い部分が少しもなければ、明かりが輝いて照らす時のように、全身が明るくなる。」
37Evel ma komze, ur farizian en pedas da leinañ en e di; Jezuz a yeas, hag en em lakaas ouzh taol.
37イエスが話していると、あるパリサイ人が食事に招いた。イエスは家に入って食卓についた。
38Ar farizian a oa souezhet o welout na oa ket en em walc'het a-raok lein.
38パリサイ人は、イエスが食事の前にまず身を洗わなかったのを見て驚いた。
39An Aotrou a lavaras dezhañ: C'hwi, farizianed, a naeta diavaez an hanaf hag ar plad, met en diabarzh oc'h leun a laeroñsi hag a fallentez.
39主は彼に言った。 「あなたがたパリサイ人は、杯と皿の外側はきれいにするが、内側は強奪と邪悪に満ちている。
40Tud diskiant! An hini en deus graet an diavaez, ha n'en deus ket graet ivez an diabarzh?
40愚かな者たちよ、外側を造られた方は、内側も造られたのではないか。
41Roit, kentoc'h, an aluzen eus ar pezh hoc'h eus, ha pep tra a vo glan evidoc'h.
41しかし、内にあるものを貧しい人々への施しとして与えなさい。見よ、そうすれば、すべてがあなたがたにとって清くなる。
42Met gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war ar ru, ha war an holl louzoù, e-pad ma lezit a-gostez ar reizhder ha karantez Doue. Ar re-se a oa an traoù a dleec'h d'ober, hep koulskoude dilezel ar re all.
42しかし、パリサイ人よ、あなたがたは災いだ。はっか、うん香、あらゆる野菜の十分の一は納めるのに、正義と神への愛をなおざりにしている。これらを行い、十分の一も怠らないようにすべきだった。
43Gwalleur deoc'h, farizianed! Abalamour ma karit ar c'hadorioù kentañ er sinagogennoù, ha bezañ saludet war al leurgêrioù.
43パリサイ人よ、あなたがたは災いだ。会堂の上席や広場でのあいさつを好むからである。
44Gwalleur deoc'h, [skribed ha farizianed, pilpouzed]! Abalamour ma'z oc'h heñvel ouzh bezioù na weler ket, ha ma vale an dud warno hep gouzout emaint eno.
44律法学者、パリサイ人、偽善者よ、あなたがたは災いだ。人に気づかれず、その上を歩かれる墓のようなものだからである。」
45Neuze, unan eus doktored al lezenn a gemeras ar gomz, hag a lavaras dezhañ: Mestr, en ur lavarout an traoù-se, e tismegañsez ac'hanomp-ni ivez.
45律法の専門家の一人が答えた。「先生、そんなことを言われると、私たちまで侮辱することになります。」
46Ha Jezuz a lavaras: Gwalleur deoc'h ivez, doktored al lezenn! Abalamour ma sammit an dud gant bec'hioù na c'hellont ket dougen, ha c'hwi hoc'h-unan ne stokit ket outo gant unan eus ho pizied.
46イエスは言った。 「律法の専門家よ、あなたがたも災いだ。人々には背負いきれない重荷を負わせながら、自分では指一本、その重荷に触れようともしない。
47Gwalleur deoc'h! Abalamour ma savit bezioù d'ar brofeded en deus ho tadoù lakaet d'ar marv.
47あなたがたは災いだ。預言者たちの墓を建てているが、彼らを殺したのはあなたがたの父祖である。
48C'hwi a zo eta an testoù hag ar c'henoberourien eus ar pezh o deus graet ho tadoù, rak int o deus lazhet ar brofeded, ha c'hwi a sav o bezioù.
48こうしてあなたがたは、父祖の行いを証言し、同意している。彼らが預言者を殺し、あなたがたがその墓を建てるからである。
49Abalamour da-se, furnez Doue he deus lavaret: Kas a rin dezho profeded hag ebestel; hag e lazhint lod anezho, ha lod all a wallgasint,
49それゆえ神の知恵も言った。『私は彼らに預言者や使徒たちを遣わす。彼らはそのうちのある者を殺し、ある者を迫害する。
50evit ma vo goulennet digant ar rummad-mañ gwad an holl brofeded hag a zo bet skuilhet abaoe krouidigezh ar bed,
50それは、世界の基が据えられて以来流された、すべての預言者の血の責任を、この世代に問うためである。
51adal gwad Abel betek gwad Zakaria, a voe lazhet etre an aoter hag an templ; ya, a lavaran deoc'h, goulennet e vo digant ar rummad-mañ.
51アベルの血から、祭壇と聖所の間で殺されたザカリヤの血に至るまで。』そうだ。あなたがたに告げる。その責任はこの世代に問われる。
52Gwalleur deoc'h, doktored al lezenn! Rak, o vezañ kemeret alc'houez an anaoudegezh, n'oc'h ket hoc'h-unan aet e-barzh, hag hoc'h eus c'hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.
52律法の専門家よ、あなたがたは災いだ。知識の鍵を取り上げたからである。自分たちも入らず、入ろうとする人々をも妨げた。」
53Hag evel ma lavare an traoù-se dezho, ar skribed hag ar farizianed en em lakaas d'e waskañ start, ha d'ober dezhañ komz war galz a draoù,
53イエスがこれらのことを彼らに言うと、律法学者たちとパリサイ人たちは激しく怒り始め、多くのことを問い詰め、
54o stignañ pechoù dezhañ, hag o klask pakañ un dra bennak eus e c'henoù [evit e damall].
54イエスの言葉尻を捕らえて訴えようと、待ち構えていた。
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.