Marc 1
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)Translation
Brezhoneg (Breton Gospels, 1827)
Douay-Rheims Bible, American Edition (1899)
1Penn-kentañ Aviel Jezuz-Krist, Mab Doue.
1The beginning of the gospel of Jesus Christ, the Son of God.
2Hervez ar pezh a oa bet skrivet er brofeded: Setu e kasan va c'hannad dirak da zremm, da gempenn an hent dirazout;
2As it is written in Isaias the prophet: Behold I send my angel before thy face, who shall prepare the way before thee.
3mouezh an hini a gri el lec'h distro a lavar: Kempennit hent an Aotrou, plaenit e wenodennoù.
3A voice of one crying in the desert: Prepare ye the way of the Lord, make straight his paths.
4Yann a zeuas o badeziñ el lec'h distro, hag o prezeg badeziant ar geuzidigezh evit pardon ar pec'hedoù.
4John was in the desert baptizing, and preaching the baptism of penance, unto remission of sins.
5An holl Judea hag holl dud Jeruzalem a yae d'e gavout, hag e oant badezet gantañ er stêr Jordan, oc'h anzav o fec'hedoù.
5And there went out to him all the country of Judea, and all they of Jerusalem, and were baptized by him in the river of Jordan, confessing their sins.
6Yann a zouge ur sae a vlev kañval hag ur gouriz lêr en-dro d'e groazell; e voued a oa kilheien-raden ha mel gouez.
6And John was clothed with camel’s hair, and a leathern girdle about his loins; and he ate locusts and wild honey.
7Hag e prezege, o lavarout: Dont a ra unan war va lerc'h, hag a zo galloudusoc'h egedon, ha n'on ket dellezek, en ur blegañ, da zieren korreenn e votoù.
7And he preached, saying: There cometh after me one mightier than I, the latchet of whose shoes I am not worthy to stoop down and loose.
8Evidon-me, ho padezet em eus en dour, met eñ ho padezo er Spered-Santel.
8I have baptized you with water; but he shall baptize you with the Holy Ghost.
9Erruout a reas, en amzer-se, ma teuas Jezuz eus Nazared e Galilea, hag e voe badezet gant Yann er Jordan.
9And it came to pass, in those days, Jesus came from Nazareth of Galilee, and was baptized by John in the Jordan.
10Kerkent, evel ma save eus an dour, e welas an neñvoù digor hag ar Spered-Santel, evel ur goulm, o tiskenn warnañ.
10And forthwith coming up out of he water, he saw the heavens opened, and the Spirit as a dove descending, and remaining on him.
11Ur vouezh a zeuas eus an neñvoù, o lavarout: Te eo va Mab karet-mat, ennout em eus lakaet va holl levenez.
11And there came a voice from heaven: Thou art my beloved Son; in thee I am well pleased.
12Ha raktal ar Spered a gasas Jezuz el lec'h distro.
12And immediately the Spirit drove him out into the desert.
13Hag e voe el lec'h distro daou-ugent devezh, o vezañ temptet gant Satan; eno e oa gant al loened gouez, hag an aeled a servije anezhañ.
13And he was in the desert forty days and forty nights, and was tempted by Satan; and he was with beasts, and the angels ministered to him.
14Met goude ma voe bet lakaet Yann er prizon, Jezuz a yeas e Galilea, o prezeg Aviel rouantelezh Doue,
14And after that John was delivered up, Jesus came into Galilee, preaching the gospel of the kingdom of God,
15hag o lavarout: An amzer a zo peurc'hraet, ha rouantelezh Doue a zo tost. Ho pet keuz ha kredit en Aviel.
15And saying: The time is accomplished, and the kingdom of God is at hand: repent, and believe the gospel.
16Hag, evel ma valee a-hed mor Galilea, e welas Simon hag Andrev e vreur, o teurel o roued er mor, rak pesketaerien e oant.
16And passing by the sea of Galilee, he saw Simon and Andrew his brother, casting nets into the sea (for they were fishermen).
17Neuze Jezuz a lavaras dezho: Heuilhit ac'hanon, ha me ho raio pesketaerien dud.
17And Jesus said to them: Come after me, and I will make you to become fishers of men.
18Kerkent, o lezel o rouedoù, e heuilhjont anezhañ.
18And immediately leaving their nets, they followed him.
19Hag ac'hano, o vont un tamm a-raokoc'h, e welas en ur vag Jakez mab Zebedea, ha Yann e vreur, o fichañ o rouedoù.
19And going on from thence a little farther, he saw James the son of Zebedee, and John his brother, who also were mending their nets in the ship:
20Raktal e c'halvas anezho; hag int, o lezel Zebedea o zad er vag gant an devezhourien, a heulias anezhañ.
20And forthwith he called them. And leaving their father Zebedee in the ship with his hired men, they followed him.
21Goude-se ez ejont e Kafarnaoum; Jezuz, o vezañ da gentañ aet er sinagogenn deiz ar Sabad, a gelenne enni.
21And they entered into Capharnaum, and forthwith upon the sabbath days going into the synagogue, he taught them.
22Hag e oant souezhet eus e gelenn; rak o deskiñ a rae evel o kaout galloud, ha neket evel ar skribed.
22And they were astonished at his doctrine. For he was teaching them as one having power, and not as the scribes.
23Neuze, en em gavas er sinagogenn un den dalc'het gant ur spered hudur hag a grias, o lavarout:
23And there was in their synagogue a man with an unclean spirit; and he cried out,
24Ah! Petra a zo etre te ha ni, Jezuz a Nazared? Deuet out evit hor c'holl? Me a oar piv out: Sant Doue.
24Saying: What have we to do with thee, Jesus of Nazareth? art thou come to destroy us? I know who thou art, the Holy One of God.
25Jezuz a c'hourdrouzas anezhañ o lavarout: Tav, ha kae eus an den-se.
25And Jesus threatened him, saying: Speak no more, and go out of the man.
26Neuze ar spered hudur en hejas start hag o leuskel ur griadenn vras, a yeas kuit outañ.
26And the unclean spirit tearing him, and crying out with a loud voice, went out of him.
27Souezhet bras e voent holl, en hevelep doare ma en em c'houlennent etrezo: Petra eo kement-mañ? Petra eo ar gredenn nevez-mañ? Rak gant galloud e c'hourc'hemenn, memes d'ar speredoù hudur, hag e sentont outañ.
27And they were all amazed, insomuch that they questioned among themselves, saying: What thing is this? what is this new doctrine? for with power he commandeth even the unclean spirits, and they obey him.
28Hag ar vrud anezhañ en em skuilhas kerkent en holl vro en-dro da C'halilea.
28And the fame of him was spread forthwith into all the country of Galilee.
29Kerkent goude, o vezañ aet er-maez eus ar sinagogenn, e teujont gant Jakez ha Yann e ti Simon hag Andrev.
29And immediately going out of the synagogue they came into the house of Simon and Andrew, with James and John.
30Mamm-gaer Simon a oa en he gwele, klañv gant an derzhienn, ha raktal e komzjont outañ diwar he fenn.
30And Simon’s wife’s mother lay in a fit of a fever: and forthwith they tell him of her.
31Neuze, o tostaat, en ur gemer he dorn e reas dezhi sevel; raktal an derzhienn a yeas kuit diouti, hag e servijas anezho.
31And coming to her, he lifted her up, taking her by the hand; and immediately the fever left her, and she ministered unto them.
32War an abardaez, pa voe kuzhet an heol, e tegasjont dezhañ an holl dud klañv, hag ar re a oa dalc'het gant diaoulien.
32And when it was evening, after sunset, they brought to him all that were ill and that were possessed with devils.
33Holl dud kêr a oa dastumet dirak dor an ti.
33And all the city was gathered together at the door.
34Hag e yac'haas kalz a dud klañv eus meur a gleñved, hag e kasas kuit meur a ziaoul, o tifenn outo lavarout ec'h anavezent anezhañ.
34And he healed many that were troubled with divers diseases; and he cast out many devils, and he suffered them not to speak, because they knew him.
35Ar beure, evel ma rae c'hoazh gwall deñval, o vezañ savet, ez eas er-maez, hag o vont en ul lec'h a-du, e pedas eno.
35And rising very early, going out, he went into a desert place: and there he prayed.
36Simon, hag ar re a oa gantañ a yeas d'e glask.
36And Simon, and they that were with him, followed after him.
37O vezañ e gavet, e lavarjont dezhañ: An holl a glask ac'hanout.
37And when they had found him, they said to him: All seek for thee.
38Eñ a lavaras dezho: Deomp d'an nesañ bourc'hioù, evit ma prezegin ivez eno; rak evit-se eo on deuet.
38And he saith to them: Let us go into the neighbouring towns and cities, that I may preach there also; for to this purpose am I come.
39Hag e prezege en o sinagogennoù, dre an holl C'halilea, hag e kase kuit an diaoulien.
39And he was preaching in their synagogues, and in all Galilee, and casting out devils.
40Un den lovr a zeuas d'e gavout, en em daolas war e zaoulin, en pedas hag a lavaras dezhañ: Mar fell dit, e c'hellez va glanaat.
40And there came a leper to him, beseeching him, and kneeling down said to him: If thou wilt, thou canst make me clean.
41Jezuz, o kaout truez outañ, a astennas e zorn, en stokas, hag a lavaras dezhañ: Fellout a ra din, bez glanaet.
41And Jesus having compassion on him, stretched forth his hand; and touching him, saith to him: I will. Be thou made clean.
42Hag adalek m'en devoa lavaret-se, al lorgnez a guitaas raktal an den-mañ, hag e voe glanaet.
42And when he had spoken, immediately the leprosy departed from him, and he was made clean.
43Jezuz a gasas anezhañ kuit raktal, gant gourc'hemennoù start,
43And he strictly charged him, and forthwith sent him away.
44o lavarout dezhañ: Diwall da lavarout netra da zen; met kae hag en em ziskouez d'ar beleg, ha kinnig evit da c'hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo-se da desteni dezho.
44And he saith to him: See thou tell no one; but go, shew thyself to the high priest, and offer for thy cleansing the things that Moses commanded, for a testimony to them.
45Met an den-mañ, o vezañ aet kuit, en em lakaas da zisklêriañ uhel an dra ha da skuilhañ ar vrud aze, en hevelep doare na c'helle mui Jezuz mont e kêr dirak an holl; met en em zerc'hel a rae er-maez el lec'hioù distro, hag a bep tu e teued d'e gavout.
45But he being gone out, began to publish and to blaze abroad the word: so that he could not openly go into the city, but was without in desert places: and they flocked to him from all sides.
Tip: use the ← and → keys to turn chapters.